Le Hippokrates

Un dornskrid bizantat eus le Hippokrates eus an XIIvet kantved, skrivet e stumm ur groaz kristen.

Al le hengounel touet gant ar vedisined a-raok pleustriñ gant o micher eo Le Hippokrates e broioù ar c'hornaoueg. Kredet e vez peurvuiañ e oa skrivet gant Hippokrates, lakaet alies da dad medisinerezh ar c'hornaoueg, pe gant unan eus e ziskibled[1]. Skrivet eo bet al le e gresianeg ionik, en hanterenn ziwezhañ ar Vvet kantved kt JK[2] ha peurliesañ e vez lakaet e Corpus Hippokrates. Ludwig Edelstein en deus kinnniget ar vartezeadenn e vije bet skrivet al le gant Pitagoregourien, n'eus prouenn ebet avat e vije bet ur skol vezegiezh pitagorek[3]. Al le en deus un dalvoudegezh istorel hag hengounel ha sellet e vez outañ evel ul lid tremen evit ar vezeien en ur bern broioù, daoust ma c'hell bezañ kemmoù etre stummoù modern an destenn diouzh ar Stadoù.

Le Hippokrates (orkos) zo unan eus eus an testennoù mezegiezh gresian ar muiañ brudet. Goulenn a ra digant ar vedisined nevez touiñ war anv un niver a zoueed e toujint ouzh reolennoù-micher etikel zo. Gant an amzer o tremen e voe adskrivet alies, dezhañ da glotañ gant talvoudegezhioù sevenadurezhioù disheñvel a oa levezonet gant mezegiezh Henc'hres.

  1. Farnell, Lewis R. (2004-06-30). "Chapter 10", Greek Hero Cults and Ideas of Immortality. Kessinger Publishing. 234–279 p. ISBN 978-1417921348.  p.269: "The famous Hippocratean oath may not be an authentic deliverance of the great master, but is an ancient formula current in his school."
  2. The Hippocratic oath: text, translation and interpretation gant Ludwig Edelstein Pajenn 56 ISBN 978-0-8018-0184-6 (1943)
  3. Temkin, Owsei (2001-12-06). "On Second Thought", "On Second Thought" and Other Essays in the History of Medicine and Science. Johns Hopkins University. ISBN 978-0801867743. 

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search